Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Página Inicial
· Sobre nosotros
· FAQ

Aprender y descubrir
· Curso de bretón en línea
· Oraciones bretonas
· Cuentos en bretón simplificado

Diccionarios y gramáticas
· Breve compendio de gramática
· Refranes
· Nombres bretones
· Favereau online

Historia
· ¿ Qué es la lengua bretona ?

Kentelioù
· Introducción
· Kentel 1
· Kentel 2
· Kentel 3
· Kentel 4
· Kentel 5
· Kentel 6
· Kentel 7
· Kentel 8
· Kentel 9
· Kentel 10
· Kentel 11
· Kentel 12
· Kentel 13
· Kentel 14
· Kentel 15
· Kentel 16
· Kentel 17
· Kentel 18
· Kentel 19

Kentel pemp

Gwenn eo ar paper / Ar paper zo gwenn. Ar renadenn-anv

== Lección 5 == Eo / Zo. El complemento del sustantivo

Divizioù

LIVIOÙ

audioCD (344K)  audioFM (172K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Per hag Aziliz.

P. Lavar din petra zo gwenn ha du.
A. Ar Gwenn-ha-Du, banniel Breizh, evel just.
P. Mat-tre! Ha petra zo glas, gwenn ha ruz ?
A. Se zo aes! Banniel Bro-C'hall. Ha bannieloù Holland ha Luksembourg ivez.
P. Lavar din bremañ petra zo ruz, gwenn ha gwer.
A. Gortoz un tammig. Ruz, gwenn ha gwer ?
P. A! N'ouzout ket! N'eo ket diaes, koulskoude !
A. Banniel Euskadi.
P. Gwir eo. Ha banniel Kembre ivez.

Goulennoù

  1. Pe liv eo banniel Breizh ? hini Korsika ? hini Beljik ? hini Italia ? hini Katalounia ? hini Bro-Saoz ? hini Euskadi ? hini Alamagn ?
  2. Peseurt banniel zo gwer, gwenn ha ruz ? Orañjez, gwenn ha gwer ? Banniel peseurt bro zo ruz ha gwenn ? glas ha gwenn ? glas ha melen ?
  3. Pe liv eo ar c'hafe ? al laezh ? an amann ? ar gwin ruz ? ar chistr ? ar guinness ? ar c'hokakola ? ar bananez ? an orañjez ? an tomatez ?

LEIN YANN HA SOAZ

audioCD (232K)  audioFM (116K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Yann ha Soaz.

S. Prest eo lein ?
Y. Ya, ya. Prest eo.
S. Tomm eo ar c'hafe ?
Y. Ya, tomm eo... Setu ar sukr.
S. Mat eo ar c'hafe hep sukr ivez. Tomm eo al laezh ?
Y. N'eo ket. Fall eo al laezh. N'eo ket mat ken. Met mat eo ar c'hafe hep laezh ivez.
S. Mat eo ? N'eo ket 'vat. Fresk eo ar bara ?
Y. Ya, fresk eo. Met kozh eo an amann.

Goulennoù

  1. Mat eo al laezh ? Fresk eo an amann ?
  2. Penaos eo ar bara ?
  3. Petra zo prest ? tomm ? yen ? mat ? fall ? fresk ? kozh ?

PELLGOMZADENN

audioCD (328K)  audioFM (164K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Ronan ha Yann.

R. Alo, Yann Kerbaol ? Ronan Danteg amañ
Y. Demat dit, Ronan. Mat an traoù ganit ?
R. Ya, mat an traoù ganin. Ha ganit ?
Y. Mat-tre. Penaos eo an amzer e Roazhon ?
R. Fall eo. Glav zo. Glav yen! Hag e Sant Malo ?
Y. Amañ eo brav an amzer. N'eo ket tomm-tomm avat. Fresk eo un tammig, met brav eo ar mor.
R. Mat-tre. Serret eo da stal traoù kozh ?
Y. N'eo ket, digor eo hiziv c'hoazh. Met prest eo ar vag.
R. Mat-tre. Ken arc'hoazh, neuze.
Y. Ya, ken arc'hoazh, Ronan.

Goulennoù

  1. Penaos eo an amzer e Sant Malo ? E Roazhon ? Hag amañ?
  2. Petra zo fall ? yen ? fresk ? digor ? prest ?
Kentel pemp
· Divizioù
· Gerioù
· Soniadouriezh
· Yezhadur
· Poelladennoù