|  | 
 
 
          
            | 
                
                  | Dictionaries and
                  grammars |  |  
 
 
 |  | 
          
            | 
                
                  | Kentel pemzekUn daol vras, taolioù
                    bras
                      == Lesson 15 == Mutations affecting nouns
                      after the article and attributive adjectives
                     |  |  
 
TRAOÙ KOZH CD (344K)  FM (172K) (© Ti
        Embann ar Skolioù)
 Emañ Yann hag Enora en ur stal traoù
        kozh.
 
          
            | Y. | Kalz traoù zo. Sell ! Setu un daol vras. |  
            | E. | N'eo ket ker. Met re vras eo evit hon ranndi. ...
            Sell ouzh ar gador-vrec'h-se. |  
            | Y. | Du ha vil eo. Bravoc'h eo ar c'hadorioù- ruz
            mañ. |  
            | E. | Ya, ha n'int ket marc'had-mat... N'eus ket paneroù
            ? |  
            | Y. | Eo, paneroù zo, sell, e-kichen an nor. |  
            | E. | Peseurt dor ? |  
            | Y. | Dor an burev, ahont ... Met n'emaout ket o vont da
            brenañ ur baner gozh ? ... Gwelloc'h eo prenañ ur baner
            nevez ! |  
            | E. | Evit ma c'hoar eo, n'eus forzh penaos. |  Goulennoù
          Petra zo er stal ? Kazetennoù zo ?Pe liv eo ar gador-vrec'h ? Pe liv eo ar c'hadorioù
          ?Un daol emañ Enora o vont da brenañ ? PEGEN BRAS EO ! CD (192K)  FM (96K) (© Ti
        Embann ar Skolioù)
 Emañ Gwenole ha Ninnog o pourmen e porzh
        an Oriant hag o sellout ouzh ar bagoù.
 
          
            | GW. | Sell ouzh ar vag-mañ. |  
            | N. | Pegen bras eo ! Bag piv eo ? |  
            | GW. | Bag Kersaozon, evel just. |  
            | N. | Brasoc'h eo eget hon hini. |  
            | GW. | Ya, met keroc'h eo e hini ivez. |  
            | N. | Hon hini n'eo ket marc'had-mat koulskoude. |  Goulennoù
          Oc'h ober petra emañ Gwenole ha Ninnog ?Da biv eo ar vag vras ? ar vag vihan ?Peseurt bag zo marc'had-matoc'h ? PEGEN MAT ! CD (176K)  FM (88K) (© Ti
        Embann ar Skolioù)
 Emañ Alan ha Katell en un ti-krampouezh e
        Kemper..
 
          
            | A. | Mat eo ar grampouezhenn-mañ. |  
            | K. | Ya, mat eo ar c'hrampouezh amañ. |  
            | A. | Mat-tre zoken. |  
            | K. | Gwelloc'h eo krampouezh Kemper eget krampouezh ar
            gêr ? |  
            | A. | Da re n'int ket fall. Met ar re-mañ zo gwelloc'h
            c'hoazh. |  Goulennoù
          Fall eo krampouezhenn Alan ?Mat eo ar c'hrampouezh ? ar c'harotez ? ar c'histin
          ? |  | 
 |  |