Danevell 9 (live #)
Muntr
e brezhoneg aes
|
|

Lun
Ne oan ket abred o sevel el
lunvezh-se, kentañ devezh ehan-skol Malarjez. Da seizh eur e oan
bet dihunet, evel da gustum, evel pa'z an d'ar skol, da gelenn d'ar
yaouankizoù plijadurioù ar sport. Met pa'm boa gwelet, a-drek
stignoù ma c'hambr, ar fulennoù erc'h o tont dousik da lipat dour
lous ha yen ar stêr Gwilun, em boa kavet gwelloc'h chom d'ober teil
tomm, ha magañ huñvreoù mouest, dindan ma liñselioù ...
Da unnek eur edon c'hoazh o
peurechuiñ ma lein, etre oabl louet ma frenestr hag an asiedadoù
louedaj o verniañ er gegin. Ragacherezh ar skingomz, ma
c'hompagnunez, a leunie ma empenn, pa voe laosket ar c'heloù.
Muntr e Saozon.
Yann ar Vezvouet, enseller polis e Roazhon, a oa dec'h da noz
gant e goan e ti ur vignonez dezhañ e Saozon, pa oa bet lazhet gant
un taol fuzuilh a oa bet tennet eus ar straed hag en doa treuzet
prenestr an ti ha bruched ar poliser. Emañ polis Roazhon oc'h
enklask.
Ne gleven ket mui, ken strafuilhet
e oan.
Daoust ha kredet he doa Anna, gwreg
ar Vezvouet, mont betek penn he mennozh ? Soñjal a rae din
koulskoude em boa tapet he dizaliañ. « N'houlan ket koll
ac'hanout, am boa lavaret dezhi, na mont d'az kwelout d'an
toull-bac'h » A-benn bremañ e tlee bezañ goulennataet gant
kenvreudeur he gwaz. Ha marteze e teufent betek amañ ivez. Met n'eo
ket em ranndi, deuet da vezañ re vras ha re ger evidon, abaoe
skampadenn ma gwreg, e kavjent peadra da beuriñ.
Dienkreziñ em boa ezhomm d'ober
ivez. Chom a rae vodka en ur voutailh nevez boulc'het, damguzhet
ganin en ur baner ouzh ar voger, unan gozh ankouaet amañ gant
brokusted Katell. Bamiñ a c'hallen dirak paotr ar c'heleier en doa
kavet tu da devel war gwreg ha bugale an enseller lazhet e ti e
vestrez : doujañ d'ar galloud, bara pemdeziek ar
gazetennerien. A ouzon ervat. Gant ur c'hazetenner, liper-botoù
politikerien ar sportoù, an hini e oa aet kuit ma gwreg Katell,
tremen bloaz zo bremañ.
Daoubennetoc'h e voen c'hoazh avat
gant pellgomzadenn Izabel, ma c'hoar nemeti, ma gevellez , brasañ
mignonez Anna abaoe ma labouront o-div e klañvdi kreisteiz-kêr.
« Klevet 'teus ar c'heloù ? Spontus ! Anna, Anna ar
Vezvouet, an've'out 'rez 'ne'i ... » Krenañ a rae ma c'homz
en ur grediñ lavarout ne welen ket piv e oa.
« Grez 'c'hat ! Anna, 'ouzout 'walc'h, a zo klañvdiourez
ganin, ar veleganez vras 'teus gwelet amañ er gêr, meur a wech ...
'teus ket bet kaset 'ne'i d'ar gêr un dro bennak ? ... Soñj
'ta, lahet he gwaz... »
Moug e oa ma mouezh pa oan o
c'houlenn : « Hi 'n hin' 'deus lahet he
gwaz ?
- Anna ? Petra 'maout 'larout ! 'deus ket, evel
just, penaos 'dije graet ? ' Paouez gervel 'c'hanon 'mañ, o
pellgomz 'oa, eus menezioù ar Jura ... »
Evel just. Dleout a rajen bezañ
gouvezet ivez. N'em boa ket ezhomm da spontañ.
Me an hini en doa hec'h aliet da
vont.
Goulennet he doa diganin dont ganti
hag he bugale, div verc'hig werous na oan ket evit gouzañv o
c'hlemmichadennoù dibaouez. Nac'het em boa mont, evel just.
« Gant da vugale ivez ? » Ne oa ket fur, am boa
lavaret.
« Petra a ra se ? he doa huchet. Eñ a vez a-walc'h gant e
bompinell, ha ne vez ket gwall nec'het ! » Chabous a oa bet,
amañ em gwele. Ur skouarniad he doa bet ganin, d'he lakaat da
devel. Torret e oa dezhi diouzhtu. Savet e oa, dastumet he dilhad.
N'em boa ket fiñvet a-zindan ma liñselioù, droug ennon.
Abaoe pemp devezh n'he doa ket
pellgomzet, ha n'em boa ket bet keloù anezhi. Betek bremañ.
Aet e oant eta, tra ma chomen-me
amañ, e Roazhon, betek gouzout ... Mat em boa graet : daoust
petra e vije aet ar bolis da soñjal ma vijen bet kavet ganti
du-hont er menezioù ?
Eno e oa, eme Izabel, o skiañ gant
he div verc'h. Ha deuet e oa ar boliserien d'an tiig he doa
feurmet, da gemenn dezhi lazhadenn he gwaz e Saozon.
Divec'hiet e voen diwar-se, a-boan
e klevis he doa Anna lavaret d'am c'hoar edo o tont war he c'hiz,
ha goulennet digant he mignonez ober war-dro he merc'hed.
E-keit-se, emezi, e vije-hi o plediñ gant an obidoù.
Bravoc'h alibi ne oa ket tu da
ginnig d'ar frioù-furch, a gaven, goude kimiadiñ diouzh ma c'hoar
muiañ-garet.
Malañ a raen sonjoù em c'hokenn,
dindan ma breliñsadenn dour berv, ha deuet e oan da grediñ e rankje
ar bolis mont da glask da lec'h all. Ne vije ket gwall aezet d'am
meno. Hervez he doa kontet Anna din, mar bez atav ur bern
enebourien gant ar boliserien en abeg d'o labour, e oa muioc'h
c'hoazh gant Yann ar Vezvouet, kement a fae a rae-eñ war e
genlabourerien, ha kement a droioù kamm a c'hoarie dezho en o
labour, ma vagent outañ ur gasoni diroll. Ec'hon eta an dachenn
enklask, ken ec'hon ma c'hallen bezañ en gortoz da welout ar
boliserien o tont amañ a-barzh pell. Diouzh ma welen, ne vije ket
diskoulmet buan ar gudenn ganto, pa oa anat din ne oa ket kablus
Anna.
Tres kaer a oa gant an traoù,
a-benn ar fin, hag echuiñ a ris ar vodka en ur sellout ouzh filmoù
Hitchcock kozh am boa prenet evit tremen ma nozvezhioù digousk ha
doñvaat evned ar gwalleur.
Meurzh
Antronoz, Meurzh anezhi, e oan en
sell da vont da weladenniñ Izabel war-dro koulz merenn, kement ha
bezañ sur d'he c'havout er gêr gant bugale he mignonez. Hag un tamm
spi ennon da welout Anna eno marteze, evel dre zegouezh, ur wech
ouzhpenn.
An erc'h, teuzet gant moged an
dremeniri hag al litenn veure, a rae ur c'hailhar heugus. Dindan
koabr c'hwevrer e tenne ar steudadoù kirri da vagoù difiñv war ur
mor louet ha flaerius. Savet ganin ma skerb dirak ma fri, da ziwall
ouzh c'hwez heugus revrioù ar c'hirri, muioc'h eget ouzh ar riv, e
kerzhen war ar riblenn en ur ruzañ ma botoù-erc'h, prenet din e
Bro-Suis, ur prof a-berzh Katell, ma C'hatell gollet.
War ma zreid ez ajen aesoc'h betek
kreiz-kêr, hag eno e kemerjen ur bus. War an hent, hervez a oan
boaz d'ober, e chomis a-sav da lenn ar gazetenn dirak ur banne
dour-gafe e tavarn straed Sant-Helier, a-dal d'ar c'hoariva.
Gant ar pratikoù, liperien
bannac'hoù ha konchennerien douet, ne oa kaoz nemet eus ar muntr.
A-drek e daol santel, evel ur person oc'h oferennañ, edo an ostiz,
un den moal e benn ha stenn e gof, ur sportour bras anezhañ,
emezañ, bet ma oa c'hoarier mell-droad a-vicher en amzer gollet e
yaouankiz, pa rede muioc'h ha pa lonke nebeutoc'h a vier. Hervezañ,
n'halle bezañ nemet un afer merc'hed. Cherchez la femme, keta. Ur
gwaz dimezet, hervez ar vrud, lazhet e ti e vestrez, rak e vestrez
e oa, hep ket a var, ac'hanta, ma ne oa ket ar wreg a oa kablus,
emezañ, piv e c'halle bezañ eta,nemet unan eus ar mestrezed
all?
Un diazez dedennus, a soñjen
ennon-me, goude nac'h ar banne hini kreñv kinniget gant ma
c'henvreur sportour. Met daoust hag-eñ e oa eus ar mestrezed
all-se ?
Diouzh he devoa Anna lavaret din,
edo he gwaz o taremprediñ plac'h ar Run abaoe bloaz, ha sot-pitilh
e oa-eñ ganti. Ne oa ket ar memes den ken, emezi. A-viskoazh e oa
bet troet muioc'h gant e labour eget gant ar merc'hed. Eget gant e
wreg bepred. Ne oa ket ur poliser evel ar re a anavezen eta. Nag a
revradoù am boa bet graet gant an dud-se, goude c'hoariadegoù
mell-droad. Hag ar Vezvouet, evit doare, n'eve nemet dour. Eveldon
eta. Eveldon bremañ.
Testeni gwreg avat n'eo ket
prouenn, hervez al lezenn, am boa desket digant ma alvokad. Testoù
fall e vez ar priedoù eta. Ac'hanta, testoù a-walc'h he doa kavet
Katell da brouiñ e tornen anezhi, ha kollet ma frosez dizimeziñ
gant an alvokad. Ha riñset ma c'hont-bank, gantañ ha gant ma
gwreg.
Evidon koulskoude ne welen ket
petra a c'halled da gavout e-maez eus bed al labour pe hini ar
vuhez prevez. Gwir eo ne oa ket ma micher bout enklasker.
Un nevezinti a oa er
gazetenn : un den o pourmen gant e gi en devoa gwelet ur
marc'h-houarn harp ouzh ur wezenn, pelloc'hik er straed, un tamm
a-raok ar muntr. Netra iskis betek-hen, hogen ne oa ket bet adkavet
an ardivink er c'harter, ha ne ouied ket da biv e oa. O klask edo
atav bagad ar muntroù.
« Fentus eo memes tra, eme ul
lonker kozh, ken ruz e fri evel ar banne gwin dindanañ. Ne wele ket
sklaer an test-se ma n'eo ket gouest da larout pe
marc'h-houarn-paotr pe marc'h-houarn plac'h e oa . Pe ne oa
ket hanter ken fin ar c'hazetenner hag ar c'harg-e-doull-mañ. Pe
goulennet e oa bet digantañ tevel gant paotred an urzh ...
- Ma oa noz, penaos e c'hallje bezañ gwelet? eme unan
all. »
Trawalc'h am boa lennet, skuizh e
oan gant ar c'haozioù, ha poent e oa din mont.
« Kenavo », emezon d'an ostiz.
Evit ur wech ne oa ket bet kaoz eus
mell-droad ganeomp.
Edo Izabel o chom e krec'h ur
c'hendi pemp estaj, saverez ebet ennañ, e karter Keryann, e-lec'h
ma'm eus graet ma studioù, na petra, ha n'eus ket kalz divalavoc'h
e kêr. Kaer am boa seniñ ouzh an nor, ne responte den. Edon o
paouez diskenn gant ar skalieroù hag o tigeriñ dor an ti pa
zegouezhas ganin he gwaz Mikael, sammet gant e sac'hadoù boued o
tont eus ar gourvarc'had tostañ. E wreg, emezañ, rak dirakon e plij
dezhañ diskouez e berc'hentiezh war ma c'hoar, a oa o paouez mont
da gas bugale ar Vezvouet, erruet amañ e-kreiz an noz eus ar Jura,
da Wipri da di o mamm-gozh, mamm Anna, tra ma oa ar beziadur da
vezañ e bro o zad, en Ivias, e Bro-Ouelo.
Kinnig a reas din evañ ur banne.
Evidon n'eus ket gwashoc'h eget tremen ur pennad amzer ma-unan gant
ar penn-peul-se, hag hen gouzout mat a ouie. Koulskoude e c'halljen
klevout un nevezinti bennak, amzer am boa da goll, displijout a
raen dezhañ, kement ha ma rae din-me da vihanañ: tri abeg mat eta
da chom hep nac'h.
Ha me sevel gant ar pemp estaj
en-dro, da heul egile, ma breur-kaer, karget gant e sammad. N'em
bije ket kinniget dougen tra.
« Wiski ,evel boaz ? » emezañ gant ur mousc'hoarzh.
Loen brein ! Dirak ma c'hoar ne gredfe ket ober. Gouzout
a-walc'h a ra n'evan takenn ebet ken abaoe dek miz bremañ. Abaoe
tri c'hant daouzek deiz eeun-hag-eeun. Kontañ a ran anezho. Ma
c'hont a wiski, hag a draoù all, am eus evet, e-pad bloavezhioù.
Gwalc'het on hiziv, war-bouez ur banneig a lipan gwechig an amzer
er gêr. Re laouen e vije ma breur-kaer ma'm gwelje oc'h evañ
adarre.
« Chug-orañjez. Gant sitroñs, ma'z eus », a c'houlennan.
« Bez ez eus ». Edo krog da dennañ e-maez e yenerez div voutailhad
chug frouezh.
« Un afer spontus, keta ? » emezañ, ha diskar wiski en e werenn, en
ur gornsellout ouzhin.
« Evit Anna ivez, met evit ar vugale dreist-holl. »
Kaer am bez strivañ gantañ, n'on
ket bet biskoazh evit gouzañv anezhañ na padout gant e gaozioù
toull.
« Hervez ar skiant am eus prenet e kavjen marc'had-matoc'h
koulskoude dizimeziñ eget kas ur pried d'ar vered gant un tenn », a
laoskan, yen. Chom a ra da sellout ouzhin hep rannañ grik... Lenn a
ran en e zaoulagad evel war ur skramm ar frazenn n'em eus klevet
digantañ nemet ur wech, an hini a zo diazez hon mignoniezh
dispar :
« Ne zlejed ket leuskel tud seurt-se da zeskiñ d'ar vugale. »
Ma n'em boa ket torret e zent dezhañ en deiz-se eo peogwir e oan
bet harzet gant ma c'hoar. Ma 'm bije e lazhet e vije bet ur
madober dezhi koulskoude.
« N'out ket aet da Roubaix evit an deizioù, a welan »,
emezañ, kement ha mont gant ur gaoz all ha klask ma lakaat diaes.
Ur c'hard-munutenn bennak on chomet dilavar. Daoust petra a felle
dezhañ lavarout ivez ? Neuze e oa deuet da soñj
din :
« Dezhi da zont an taol-mañ, am eus respontet. Ma n'eo ket
aet d'ar menezioù gant unan all. »
Kement e plij din livañ gevier bras
dezhañ ma'm boa kontet e oan aet da Roubaix goude Nedeleg, da
welout ur vestrez nevez, ur gelennerez c'halleg yaouank, nevez
anvet du-hont er broioù-krec'h. Pa oan bet gant Anna da Enez ar
Gêrveur.
N'en doa netra da larout din, ne
oan ket pedet gantañ da verenn, ha ne vijen ket chomet n'eus forzh
penaos.
E leuskel a ris eta gant e
voestadoù-mir, ha mont da glask ma boued e kreiz-kêr. Ur voutailhad
win evit kas war-draoñ ur pizza re bebret, ur pennad bilhard, hag
un toullad bannac'hoù bier war-benn, n'eo ket me ac'h ay da gontañ
d'ar medisin, ha d'ar gêr d'ober kousk-aez.
Ne c'hortozen pellgomzadenn ebet
digant Anna. C'hoant am boa d'he gwelout amañ, da larout dezhi.
Da noz e klevis er skinwel e oad o
c'houlennata mamm ar vestrez, unan gozh pemp bloaz ha tri-ugent
dezhi.
Merc'her
Disklêriet e oa pep tra e kazetenn
an dewarlerc'h.
An Itron Morel, evit doare, an hini
he doa muntret an enseller polis. Gant aon na zimezje gant he
merc'h, ha na lakje e grabanoù war he feadra, emezi, ha hi neuze
war an douar noazh.
Ur poellata iskis, gouez d'ar
c'hazetenner, rak ne felle ket d'ar poliser dizimeziñ tamm ebet.
Gwir marteze, met n'eo ket se a veze kontet d'an hini gozh gant he
merc'h!
Anzavet he doa an Itron Morel ivez
bezañ galvet ar poliser en e labour d'e c'hourdrouz, hag anavezet e
oa bet he mouezh war enrolladurioù graet gantañ hag adkavet en e
vurev.
Ouzhpenn-se e oa dezhi ar
marc'h-houarn gwelet a-raok ar muntr gant an test. Ha kavet e voe
en he c'hav, gant ar garabinenn dre aer e oa aet da brenañ meur a
sizhun a-raok da Sant Brieg.
Tra-walc'h e oa gant an teskad
prouennoù-se, ha ne oa ket ezhomm da glask re all, eme ar
boliserien.
Meur a wech em boe c'hoant da
c'hervel Anna ouzh ar bellgomz en deiz-se, hogen gwell e kaven
gortoz c'hoazh.
Yaou
D'ar Gwener e oa deiz-ha-bloaz
Izabel, ha ma hini ivez evel just. En dro-mañ ne oa ket bet pedet e
ti ma c'hoar, evel warlene, ar ribitailh klañvdiourezed a oa
dirollet da fringal ouzh an euzhusañ sonerezh boest-noz eus amzer o
c'hrennoad, dindan selloù o gwazed o lipat banneoù sangria.
« Nemet Anna ha te », emezi.
N'em boa ket gallet chom hep mont
warlene, nevez dizimezet ma oan, ha ma c'hoar vras (ganet a-raok
din) oc'h ober war-dro poanioù-spered he breur bihan. Eno eo em boa
graet anaoudegezh gant Anna. Ur gaer a vaouez, ur c'haer a
vousc'hoarzh, unan a ra d'ar gwad tommañ er gwazhied kenkoulz hag
ar wiski. Meur a vanne a oa aet ganin, he gwaz avat a oa diwar
zour: un den mentet bras, brasoc'h egedon, korfet ledan, blev du
berr-berr dezhañ, o chaokat un tamm gom, habask diouzh e
welout.
Eñ ne oa ket fellet dezhañ chom
ouzhpenn un eurvezh, hi ne oa ket fellet dezhi mont gantañ. Trouz a
oa savet etrezo. Aet e oa he fried kuit en ur c'hourdrouz taer. Un
den faeus ha feuls, dañjerus pa veze ur banne dindan e fri, pezh a
c'hoarveze alies er gêr , a lavaras Anna din goude. Fest ar vazh a
veze en ti neuze, emezi. Ur wech en doa torret brec'h e verc'hig
henañ, ha hi pevar bloaz. Peogwir e oa poliser eo ne oa ket bet
trubuilhet.
Me ne roen nemet fasadigoù. Betek
an deiz ma'm boa torret fri Katell. N'he doa ket bet c'hoant bezañ
kaset ganin d'an ospital. Biken ken n'em boa he gwelet er gêr
en-dro.
Gant Izabel e oa bet fiziet ennon
kas he mignonez d'he neizh. Am boa graet, a galon vat. Tremen a
rejomp dre zu-mañ a-raok. An harp kentañ. Ar weladenn gentañ. A voe
meur a hini all war he lerc'h. Evel-se eo em boa gallet paouez
d'evañ. Gant sikour ur glañvdiourez e oa bet aesoc'h.
Gwener
Evet o doa kalz, hep nemeur a
levenez. Ne oan ket deuet a-benn d'en em gavout ma-unan gant Anna
ur wech, ha ne oan ket imoret mat. Mikael a oa damgousket, evel ma
vez atav adalek m'en devez evet e gont, Izabel ne baoueze ket da
bilat he genou gwashañ ma c'halle, c'hoant ganti moarvat dihuediñ
he mignonez, ha me ne baden ket gant ar boan-benn ouzh he
c'hlevout. Muioc'h a basianted am bez gant ma c'hoar muiañ garet
peurvuiañ, met fellout a rae din gortoz Anna, traken, ha hi ne oa
mall warni.
Hanternoz hanter a oa tremenet,
savet e oan da vont kuit a-benn ar fin, war zigarez un embregadenn
mell-droad antronoz. « N'in ket gant an taksi, eme Anna da Izabel,
ma vezan kaset gant da vreur.
- Kas a ri anezhi ?
- Ya laouen. »
Buan e voe kimiadet, goude da Anna
touiñ gervel ma c'hoar adarre.
Bec'h am boa bet o loc'hañ ar
c'harr. Skornañ a rae, ha ranket em boa tennañ ar riell diouzh ar
gwer.
Hi ne lare grik. Pemzektez oa n'em
boa ket he gwelet. C'hoant am boa da gemer he dorn, met sanket don
e oa e godell he mantell-c'hoañv. Aezhenn hon div alan ne zeue ket
a-benn da dommañ ar c'harr.
Pellik edo o chom, e karter ar
c'hreisteiz, war-zu hent Kastellbriant. Ne greden ket kinnig mont
du-mañ. Gortoz a raen ur ger diganti.
« N'em eus ket e lazhet,
emezi.
- Gouzout a ran. An holl a oar, ar bolis ivez. Re splann eo.
- C'hoant am boa d'ober, koulskoude.
- Gwir eo, met 'teus ket graet. Miret 'm boa ouzhit, soñj
'teus ?
- Ya, met o vont d'ober e oan memes tra. Goude ar vakañsoù-mañ.
Graet em boa ma soñj. Prenet em boa ur bistolenn evit ober. Amañ
emañ ganin, em sac'h.
- Anna ! Laret 'm boa dit ...
- Met 'm eus ket graet. Peogwir 'm eus ket bet amzer d'ober, netra
ken. A-hend-all ... »
Morzet e oa ma izili gant ar riv,
ha morzet e oa ma soñjoù ivez.
« Ha kâz am eus ouzh an hini gozh-se he deus laeret ... ma muntr,
pa rankfen bezañ anaoudek outi dre ma'z ay-hi d'ar vac'h em
lec'h-me. »
O tifronkal e oa, he divskoaz o
krenañ, ha ne oa ket gant an anoued.
« Perak he deus-hi graet ? Perak ? Me am boa mil
abeg. Hi n'he doa hini ebet, n'anaveze ket anezhañ zoken. »
Ne gomprenen ket enni ken.
Kablus en em gave, mann nemet
peogwir e krede ne oa ket brasoc'h kasoni eget hec'h
hini ?
Morc'hed he doa o welout unan all o
vezañ graet an torfed he doa-hi bet c'hoant d'ober ?
Truez he doa ouzh an hini gozh-se
he doa lazhet, evit gwareziñ, a grede bepred, he feadra hag hini he
merc'h?
Ar Vorelez yaouank, n'he doa graet
netra, ha hi a golle pep tra: danvez ur pried hag he mamm war un
dro.
« Anna, n'eo ket gant un
huñvreerez, gant dorn un oberourez an hini eo bet
lazhet !
- N 'eo ket kablusoc'h egedon ar
vaouez-kozh .
- An hini he deus tennet an hini gablus, ha n'eo ket
te .
- Ken kreñv em eus c'hoantaet ar marv-se ma'z eo deuet ...
evel pa'm bije laket Ankou hon zud kozh da sentiñ ouzhin. N'eo ket
keuz na morc'hed avat am eus. N'hallez ket gouzout pegen disammet
on abaoe m'am eus gwelet an arched. Bennozh d'ar vaouez-se ne
vefomp ket dornet ken er gêr. He zrukarekaat a zlejen da vezañ
graet ma zorfed em lec'h. Ha da zegemer ar c'hastiz em lec'h ivez,
dreist pep tra...
- Anna, paouez, mar plij, pa laran dit : n'eo ket te zo
kablus. »
C'hoant am boa da zisplegañ dezhi
ne oa ket an hini gozh ivez, met ne greden ket. Re abred e oa,
gwelloc'h e oa din gortoz c'hoazh. N'he dije ket ma selaouet, zo
kaeroc'h, ken sorc'hennet e oa he spered.
« Hi he deus sikouret ac'hanon pa n'anaveze ket ac'hanon
zoken ... » Ur rebech e oa ? Ne oa ket dellezet
koulskoude. Gwall c'harv e kaven he c'homzoù, pell diouzh ar
wirionez.
Div, teir, peder gwech ar sizhun em
boa pellgomzet d'an hini gozh, hep larout piv e oan, da zisklêrian
dezhi e oa he merc'h nemeti, he fennhêrez, etre krabanoù un den
dañjerus, ur suner-gwad, ur foet-e-drantell en doa fontet peadra e
wreg hag e vugale da gentañ, hag a oa prest d'ober kemend-all gant
hini ar Morelezed, merc'h ha mamm. Dibourc'hañ a raje anezho diouzh
pep a di, ma chome he merc'h gantañ. N'he dije ar vamm nemet mont
d'an ospital d'ober, da vervel eno hep gwenneg ebet, ha c'hoazh ne
vije ket laosket he merc'h da vont d'he gwelet di, gant he
gwaz.
Da gentañ ne ouien ket pe efed a
raje ma c'homzoù war mamm ar bennhêrezh. Pa c'houlenne diganin piv
e oan ne responten ket, met chom a rae da selaou ma frezeg goude ma
ne laren ket ma anv.
P'he doa goulennet diganin petra
ober ha penaos e ouien e oa tonket an afer da vat. Ne oa mui nemet
gortoz d'ober.
Goude ma n'o gwelen ket o ruilhal
war he mougenn e kleven an daeloù en he mouezh. En deñvalijenn.
Leuskel a ris anezhi dirak dor he
savadur. Ne bedas ket ac'hanon da zont ganti. Koulskoude he doa
laret ne oa ket distro he bugale c'hoazh.
« Kenavo », emezi.
Ha netra ken.
Sadorn
Gortoz a ran atav he fellgomzadenn
abaoe dec'h.
Er gazetenn emañ ar c'heloù.
Dec'h e oa en em grouget an hini
gozh en he c'hell.
|