Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Pennbajenn
· A-zivout

Geriadurioù
· Krennlavarioù
· Anvioù
· Favereau online

Lennegezh
· Danevelloù aes
· Dec'h e vo
· An huñvre dihun
· Da vezañ embannet...

Korn ar vugale
· Diwan Gwengamp 2000

Dec'h e vo
· Danevell 1
· Danevell 2
· Danevell 3
· Danevell 4
· Danevell 5
· Danevell 6
· Danevell 7
· Danevell 8
· Danevell 9
· Danevell 10
· Danevell 11
· Danevell 12
· Danevell 13
· Danevell 14
· Danevell 15
· Danevell 16
· Danevell 17
· Danevell 18
· Danevell 19
· Danevell 20
· Danevell 21
· Danevell 22
· Danevell 23
· Danevell 24
· Danevell 25
· Danevell 26
· Danevell 27
· Danevell 28
· Danevell 29
· Danevell 30
· Danevell 31
· Danevell 32
· Danevell 33

Danevell 33 (live Lennegezh lise)

Gwer, orañjez, ruz

e brezhoneg aes

Skrid

Hiziv em eus dastumet pemp ki, tri c'hazh, daou heureuchin. Holl marv. Holl flastret. Holl toullgofet. Gwad, bouzelloù, tammoù kig strewet e pep lec'h. Distreiñ a ran d'ar gêr. Du-se, e fin an hent difin, ur pik, ur pik gwer. Tostaat a ran, a wer e teu orañjez. Tostaat c'hoazh, pik ruz. Ruz, ruz evel gwad an holl loened am eus gwelet. Paouez ! Arabat kenderc'hel, arabat treuziñ, e mod all e vin flastret evel ar chas, ar c'hizhier, an heureuchined.

Petra c'hoarvez, tomm eo din, c'hoant kousket 'zo deuet din, kousket on.

Oooo ! E pelec'h emaon ? Pegen brav eo an ti-se, e mein hag e koad, un ti eus an XVIIIvet kantved sur a-walc'h. Met pelec'h emañ an dud, hag-eñ ez eus tud o vevañ amañ ? Mouezhioù a glevan er jardin. Treuziñ a ran ar verjez enni leun a wez avaloù, c'hoant 'm eus kemer un aval, met iskis eo, ne c'hellan ket. O tostaat ouzh an trouzioù emaon, n'int ket mouezhioù met yudadennoù, yudadennoù chas, ya chas int, tri bihan, ha daou vras, an tad hag ar vamm a gav din. Pegen moutik int, tostaat a ran 'vit touch outo, santout o zommder, o blev ken dous. Met, petra c'hoarvez, perak ez eont kuit en ur redek ? Ha me d'ar red war o lerc'h, an oabl o tuaat. O redek war ar riblenn emaint, yud ganto evel p'o dije aon rak un dra pe rak un den. Du-se ur c'hroashent gant ur pik gwer, redek a reont, ar gwer a ya da orañjez, redek a reont buanoc'h-buanañ; ruz eo ar pik, ret eo dezho chom a-sav. Huchal a ran met ne glevont ket ac'hanon, treuziñ a reont an hent. Diwallit ! Diwallit ouzh ar c'harr-samm ! Re ziwezhat, klevout a ran ur yudadenn, yudadenn ar marv.

Sklaeraat a ra an oabl, war an hent ne chom nemet pemp korf difiñv, divuhez, o neuial en ur poull ruz, ruz, liv ar gwad. Bale a ran er straed hep kompren perak int tec'het dirazon. En ur straed en tu kleiz e klevan miaouadennoù, teurel a ran ur sell, teñval eo ar straed, ne vez gwelet takenn, nemet c'hwec'h pik gwer, c'hwec'h lagad, pe gentoc'h tri daoulagad, tostaat a reont ouzhin; c'hoant 'm eus tec'hout kuit met ne c'hellan ket. Kuitaat a reont ar straed, neuze e verzan ne oant nemet tri c'hazh, kizhier du. Pourmen a reont e kêr en ur furchal er poubellennoù, evit kavout boued, restachoù predoù an dud. Chaseal a reont ar razhed en un doare efedus-kenañ; met daoust da se ne blijont ket d'an dud. Marv int, lazhet gant ur bugel. Dirak dor un ti e oa bet lakaet ur volenn gant tammoù kig e-barzh, an tri c'hazh 'zo lammet gant ar boued, n'o doa ket bet amzer da zebriñ un tamm kig, p'erruas ur bugel gant un tamm koad evit skeiñ ganto, pik gwer; neuze e krogas ar redadeg, ar vuhez a-enep ar marv. Kalz buanoc'h eget ar c'hizhier e rede ar bugel, tostaat a rae outo tamm-ha-tamm, pik orañjez; o vont da adpakout anezho e oa, pa voe treuzet an hent gant an tri c'hazh, pik ruz; div oto a erruas d'ar mare-se : stekiñ outo a reas an hini gentañ, flastrañ anezho a reas an eil. Distreiñ a reas ar bugel d'ar gêr en ur c'hoarzhin, laouen gant ar pezh en doa graet. Den ne selle ouzh korfoù ar c'hizhier, evito ne oa c'hoarvezet netra; an otoioù a gendalc'he da dremen war ar c'horfoù betek d'ar re-mañ mont plat, betek chom hep santout an disterañ stroñsadenn en ur dremen warno.

Spontet on, heuget on; c'hoant am eus tec'hout kuit eus kêr, un nerzh a lak redi warnon da vont kuit. En un hanter eilenn en em gavan en ur c'hoad. En ur c'hoad, petra 'c'hell c'hoarvezout en ul lec'h ken brav, ken sioul, paradoz al loened. Pourmen a ran en ur sellout ouzh ar gwez, gwriziennet aze abaoe kantvedoù, o poulzañ bep bloaz un tammig muioc'h betek mont da douch ouzh an oabl. Sebezet gant kened ha kozhni ar plant-se ne soñjan mui e netra; a-greiz-holl e risklan hag e kouezhan d'an douar. Sellout a ran tro-dro din-me, hag e verzan spontet o deus laosket tud ur bern loustoni war ar gwiskad delioù sec'h : seier plastik, boutailhoù bier ha gwin, tammoù bara, tammoù morzhed-hoc'h......Ooooo, pegen moutik int, daou heureuchin o tebriñ un tamm jamboñs, div volotennig zu, kichen-ha-kichen. Tostaat a ran, klevout a ran anezho o lonkañ o zammoù kig, fentus int, ha ken sioul. Daou garv a dremen en va c'hichen en ur redek, heuliet gant pemp louarn, ur bleiz d'ho heul. Ur strollad laboused a nij kuit eus ar gwez en ur ober un trouz spontus, sellet a ran war-zu kreiz ar c'hoad hag e welan moged du, ha flammennoù ruz : tan ! Buan ! Ret eo kuitaat al lec'h-mañ. Redek a ran da heul al loened all, an daou heureuchin war va lerc'h. Buanoc'h, santout a ran gwrez an tan a-dreñv din, buan ! Gwelout 'ran un hent du-se, pik gwer; ret eo deomp treuziñ anezhañ hag e vimp saveteet, pik orañjez; treuzet 'm eus an hent, pelec'h-mañ an hereuchined, aaaah aze, emaint o vont da dreuziñ, pik ruz. Gortozit ! Un oto zo oc'h erruout. Re ziwezhat, div volotennig zu a nij en aer, hag a gouezh e-kreiz an hent.

Santout a ran un dorn war va skoaz, digeriñ a ran va daoulagad, ha gwelout un archer a lavar din.
« Tu zo deoc'h treuziñ, gwer eo. »

Gwer, orañjez, ruz
· Skrid