Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Pennbajenn
· A-zivout

Geriadurioù
· Krennlavarioù
· Anvioù
· Favereau online

Lennegezh
· Danevelloù aes
· Dec'h e vo
· An huñvre dihun
· Da vezañ embannet...

Korn ar vugale
· Diwan Gwengamp 2000

Dec'h e vo
· Danevell 1
· Danevell 2
· Danevell 3
· Danevell 4
· Danevell 5
· Danevell 6
· Danevell 7
· Danevell 8
· Danevell 9
· Danevell 10
· Danevell 11
· Danevell 12
· Danevell 13
· Danevell 14
· Danevell 15
· Danevell 16
· Danevell 17
· Danevell 18
· Danevell 19
· Danevell 20
· Danevell 21
· Danevell 22
· Danevell 23
· Danevell 24
· Danevell 25
· Danevell 26
· Danevell 27
· Danevell 28
· Danevell 29
· Danevell 30
· Danevell 31
· Danevell 32
· Danevell 33

Danevell 32 (live Lennegezh lise)

Lizher al lazher

e brezhoneg aes

Skrid


« D'am gwreg, d'an Urzh. El lizher-mañ e tisplegin perak ez on en em zistrujet. »

Pep tra 'grogas e penn-kentañ ar bloaz, e-pad kentañ nozvezh al loar nevez evit bezañ resisoc'h. En noz-se e kouskis fall-tre, bet 'm boe un huñvre iskis. Huñvreal a ris e oan o pourmen er Yeun Elez pa dagis a-greiz-holl unan bennak a oa o tremen dre aze. Antronoz vintin, abred, pa zihunis, e oan en noazh em gwele, ha blaz ar gwad em beg. Ne oan ket bet spontet gant kement-mañ, met, pa sellis ouzhin er melezour e teuas ar c'hwezenn war va zal. Spontus e oa ar pezh a welis. Ruz e oa va dremm ha va dent gant ar gwad a oa warno ha drailhennoù kig a oa chomet a-istribilh etre ma dent. Ha me, war a seblant, a oa dic'hloaz.

Pa zigouezhis er c'homiserdi e voen kaset diouzhtu betek burev ar c'homiser. Eñ an hini eo a lavaras din e oa bet kavet un den marv er Yeun Elez hag e oan karget da gavout ar muntrer.

Degouezhet war al lec'h e voen ken heuget ha ken spontet gant ar pezh a welis ma voe tost din semplañ. N'eo ket ur c'horf a oa ledet dirazon met un tamm kig hanter-zebret, tra ken. Ar pezh a oa bet ur c'horf, a oa goloet, penn-da-benn pe dost, gant kelien. A-boan ma vezent direnket pa fiñvemp, ken mat e tlee bezañ ar friko. Dizremm e oa ar c'horf, dic'houzoug, an divesker hag an divrec'h a oa hanter zebret, eus ar bruched ne chome mui nemet ar c'hostezennoù ha ledet oa ar bouzelloù war an douar; ret-mat deomp sellet pizh e pelec'h lakaat hon treid, me ha va skipailh. Diaes e oa kavout roudoù war an douar abalamour d'an holl dud a oa tremenet dre aze. Neuze e c'houlennis gant an dud a oa o chom er Yeun Elez hag-eñ o doa klevet pe gwelet un dra bennak divoas. Respont a rejont holl o doa klevet ur bleiz o yudal en noz.

E fin an devezh, goude bezañ bet klevet holl annezidi ar Yeun Elez, divi, mezevellet gant darvoudoù an devezh, ez is diouzhtu da gousket, hep debriñ. En noz-se ivez e kouskis fall hag em boe un huñvre all. Ar wech-mañ e huñvreis e oan o vale er Yeun Elez pa voen taget gant ar bleiz. Met e-lec'h zic'houzougañ ac'hanon, e tirogas ma dilhad en ur glask krougañ ac'hanon. D'an ampoent-se e voen sachet e-maez va hun gant an dihuner o seniñ hag e tisoñjis an huñvre-se.

An devezh-se, goude bezañ roet ma rentañ-kont d'ar c'homiser, e voe roet an urzh d'ar warded-chase klask ur bleiz er Yeun Elez ha lazhañ anezhañ. Met ne voe kavet roud ebet anezhañ.

Ne c'hoarvezas netra ken betek an eil loar nevez. En noz-se e c'hoarvezas an hevelep tra hag e-kerz kentañ nozvezh al loar nevez. Hag an hevelep reuz e voe evit an trede, pevare, pempvet ha c'hwec'hvet loar nevez.

Goude ar c'hwec'hvet loar nevez e soñjis e oa ul liamm etre va huñvreoù hag al lazhadegoù. Adalek neuze e krogis da dremen va mintinvezhioù el levraouegoù, ha va abardaevezhioù em zi, va fri el levrioù evit klask enno un diskoulm d'ar reustl-se. Met ur gudenn a oa : ne ouien ket petra, ez-resis, edon o klask diwar-benn al Lazher pe Euzhvil ar Yeun Elez, evel ma oa bet lesanvet gant an dud hag ar c'helaouennoù. Met eüruzamant, dre sikour va huñvreoù, e welis, tamm-ha-tamm, al Lazher. Dre se e ouezis ne oa al Lazher nag un den nag ur bleiz, pe forzh peseurt kigdebrer, nag un euzhvil anavezet. Met dre ar pezh a c'hoarveze ganin da vare al loar nevez e ouezis piv e oa al Lazher....

« Ha neuze ?a lavaras an archer.
- Ha neuze petra ?
- Perak 'peus diskouezet al lizher-mañ din ?
- N'ez peus ket merzet ?
- Merzet petra ?
- Met Yann, a respontas an intañvez,n'eo ket Pêr en deus skrivet al lizher-mañ ha gouzout a rez an dra-se mat-tre rak...Yann...Mont a ra ? Petra c'hoarvez ganit ? »

A-daol-trumm oa kresket dent lemm, blev un tammig e pep lec'h, ha divskouarn bras da Yann.

An devezh goude, war bajenn gentañ ar c'helaouennoù, e oa tu lenn e oa bet kavet marv, er Yeun Elez, an archer Yann Durc'haer, ur boled en e benn, e-kichen korf e hanter-zebret a wreg.

Daou viz goude e tisklerie ar c'helaouennoù e tlee bezañ Yann Durc'haer al lazher dre ma ne oa bet debret den ebet abaoe div loar nevez. Met ur bloaz goude e voe kavet korf hanter-zebret un den er Yeun Elez....

DIECHU...

Lizher al lazher
· Skrid