Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Pennbajenn
· A-zivout

Geriadurioù
· Krennlavarioù
· Anvioù
· Favereau online

Lennegezh
· Danevelloù aes
· Dec'h e vo
· An huñvre dihun
· Da vezañ embannet...

Korn ar vugale
· Diwan Gwengamp 2000

Komzit !

Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek

Choix d'expressions et proverbes bretons

Rakskrid

Krog e oan da zastum danvez al levrig-mañ en ur furchal er geriadurioù. Deuet e oa da soñj din e c'hallen implij ar c'hrennlavaroù a gaven amañ hag ahont evel skouerioù plijus er skol-noz gant tud vras. A-benn ar fin n'eo ket krennlavaroù hepken a gavor el levrig-mañ pa n'eus da lakaat an anv-se nemet war lavaroù kentelius. Lavaroù a bep seurt, e gwirionez, zo bet dastumet amañ. Darn n'int nemet rimadelloù fentus evit tud vras. Enne, evel er c'hanaouennoù, e kaver skoazell da zeskiñ ha da gelenn, ha plijadur ouzhpenn da dañva spered ar sevenadur pobl en deus o goveliet dimp hag a bella buan diouzhimp.

Gwall nebeud eus al lavaroù-mañ zo bet klevet ha dastumet ganin. Dont a ra ar braz eus an danvez-mañ eus al levrioù meneget er roll izeloc'h, ha da gentañ-penn eus Geriadur Brezhoneg an Here hag an Trésor du Breton Parlé, gant Jules Gros. Kalz eus al lavaroù dastumet amañ zoken a gaver en daou levr, hag ouzhpenn ur wech e pep hini evit lod. Muioc'h eget ar pezh zo dastumet amañ a c'hallfe bezañ bet tennet anezhe c'hoazh moarvat. Un dibab hepken avat eo a felle din kinnig d'ar studierien pe d'ar gelennerien troet gant an danvez-mañ. A-benn-kaer em eus laosket a-gostez krennlavaroù niverus a denne d'an amzer, d'al labour-douar, pe d'ar sent (da vin pardonet gante) pa gaven ne oant ket re aes da gompren hiriv ken.

An darn vrasañ eus ar c'hrennlavaroù amañ a veze kavet ivez el levr Lavarou koz a Vreiz (1878) gant Louis-François Sauvé, ur Breizhuhelad eus Sant Jord a Restembaod, evel e genvroad an Tad Maner illur, hag eveltañ en doa desket brezhoneg e Breizh Izel ivez. En e raok e oa bet Furnez Vreiz (1874) gant Brizeug, hag a-raok c'hoazh e veze kavet un toullad mat er skrid Ar Bugel Fur eus an 18-vet kantved. Levrioù all zo bet abaoe, oc'h ober o dibab en holl levrioù-se, an hini diwezhañ o vezañ hini Philippe Camby, Proverbes et Dictons des Bretons savet diwar levr Sauvé, hag o virout e zoare-skrivañ. An hini a fello dezhañ mont pelloc'h gant studi an danvez a ranko lenn tezenn doktotrelezh Lukian Kergoad, ar brasañ labour graet biskoazh war ar c'hrennlavaroù brezhonek.

Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
· Rakskrid
· A
· B
· C-D
· E-F
· G-I
· K
· L
· M
· N-P
· R-S
· T-Y
· Da lenn