Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Pennbajenn
· A-zivout

Geriadurioù
· Krennlavarioù
· Anvioù
· Favereau online

Lennegezh
· Danevelloù aes
· Dec'h e vo
· An huñvre dihun
· Da vezañ embannet...

Korn ar vugale
· Diwan Gwengamp 2000

Danevelloù aes
· Danevell 1
· Danevell 2
· Danevell 3
· Danevell 4
· Danevell 5
· Danevell 6
· Danevell 7
· Danevell 8
· Danevell 9
· Danevell 10

Danevell 5 (live #)

Spontus !

e brezhoneg aes

Skrid

Mikael Kerambeleg

Ur paotr yaouank naontek vloaz, speredek ha kalonek, e oa Mikael Kerambeleg.

Eus Bulat-Pistien, ur barrez vihan eus kanton Kallag e oa. Paour e oa e dud. E dad a oa devezhier, e vamm a oa matezh en ur feurm bras, e ti tud pinvidik, ha tri bugel all o doa. Mikael a oa ar c'hoshañ anezho.

Studiañ mat a rae er skol, e Karaez. Rankout a rae labourat ouzhpenn avat, evit skoazellañ e dud, hag evit prenañ ar pezh a blije dezhañ. Labourat a rae alies eta, da sadorn ha da sul, hag e-pad e vakañsoù, e ti al labourerien-douar, rak ne veze ket kavet labour all war ar maez. Evel-se n'en deveze ket ezhomm da c'houlenn arc'hant digant e dud.

Met chom a rae hep dispign kalz. Ha gant ar pezh en doa gonezet en doa gallet prenañ ur c'harr, unan kozh evel just, rak re ger e kouste prenañ unan nevez. Gantañ e c'halle mont da bourmen ha da zañsal d'ar festoù-noz, pa ne veze ket re skuizh goude e labour.

Studier medisinerezh

P'en doa bet e vachelouriezh ha kuitaet ar skol e Karaez e oa aet war e studi da Vrest. Medisinerezh a studie er skol-veur, rak fellout a rae dezhañ bezañ medisin. Ker-spontus e kouste ar studioù avat. Ken ker e koustent dezhañ ma n'halle ket prenañ levrioù-studi na paeañ e voued hag e lojeiz. Ha n'halle ket kaout skoazell digant e dud, ken berr e oa an arc'hant ganto.

Ranket en doa kavout labour buan eta.

A-wechoù e werzhe legumaj pe frouezh er marc'had, a-wechoù all e tiwalle bugale.

Spont en ospital

Ur wech, e-pad an hañv, en doa kavet labour e ti ur c'higer e-pad an deiz, hag ul labour all en ospital e-pad an noz.

Er stal e troc'he kig hag e servije an dud. E-keit-se e veze ar c'higer oc'h ober war-dro e gontoù en e vurev. En ospital evel just ne rae nemet traoù bihan, evel dougen an dud klañv. Er stal evel en ospital avat e veze gwisket e gwenn atav.

Ur wech, en ospital, en doa ranket dougen ur vaouez a anaveze mat. Gwelout a rae anezhi o tont bemdez da brenañ kig er stal ma laboure. P'he doa gwelet Mikael o tostaat da gemer anezhi hag o tapout krog enni e oa bet spontet, hag he doa huchet :
« Nann ! nann ! ne fell ket din ! Ne fell ket din mont gant ar c'higer ! »

Spontus !
· Skrid
· Goulennoù