NAONED, AFRIKA

 

            « E Naoned, er marc’had, tralalala ... »

            Ar c’habiten Derriennig a gare kęr Naoned hag a blije dezhań kanań pa veze e-unan. Hiziv avat ne gare ket ken nag ar porzh na kęr an duged..

            O redek e oa dindan ar glav war-du karter ar baramantourien.

           

            Ul lizher a oa bet kaset dezhań war vourzh e lestr. Diwezhat e oa bet roet dezhań. « Ar c’habiten Derriennig a ranko bezań ... »

            Un urzh e oa, ha ret e oa sentiń. Ret e oa mont da selaou displegadurioů aotrounez pinvidikań kęr Naoned. Tud a ouie gwelloc’h diouzh kreskiń o bern an arc’hant eget diouzh mont war vor. Peadra da vezań droug ennoc’h.

            Ha droug a oa ennań. Droug ouzh e vistri, ha droug outań e-unan, mevel doujus ar varc’hadourien binvidik-se a c’halle e lakaat da sentiń evel ma karent.

            Ar mous en doa stoket ouzh dor e logell, ha roet al lizher: « ...  a ranko bezań e ti ar Gompagnunezh ... da 9 eur diouzh an noz. »

            Ur c’hanod a oa o c’hortoz, ouzh al lestr.

            « E Naoned er marc’had ... »

            War e spered e oa chomet ar ganaouenn-se en doa klevet gant e vartoloded, n’en doa ket sońj ken pe eus Pennmarc’h pe eus lec’h all e oant.

            Marc’had, ya. Marc’had mezhus. Ret e vez d’an nen[1] ober traoů vil evit gounit e voued. N’eo ket evel se e wele ar vicher en e hunvreoů pa oa bugel, nag en e rambreoů krennard, pa veze o kerzhout a-hed an aod, e Tregastell, pe o pesketa e Ploumanac’h. Mezh en doa. Ha mezh en deus ar mor ivez?

 

            Edo ar glav o pilat ar prenester, oc’h aloubiń ar banelloů. En tiez, serr o stalafioů, sachet o stignoů tev, e horelle flammenn ar c’hantolorioů.

            « Un aes a veaj, Derriennig. Arc’hoazh e kargot fuzuilhoů, kontilli, gwinardant, ha danvezioů[2], e Pembo. Leuskel a reot al loman e Sant-Nazer, lakaat ar stur a vabourzh, hag a-benn da aod Afrika. Ha tizh dezhi! Betek Gore[3], e-tal Dakar. Eno e tiskargot ho marc’hadourezh hag e adkargot, hep koll amzer. Ar buanań e vo ar gwellań, hag ar brasań e vo ar gounid. Gouzout a rit pegen bresk eo marc’hadourezh Afrika. »

            Banne ar c’himiad a voe kinniget. Gwin porto e oa.

 

            Sevel an eor eta a raio lestr teirgwern ar c’habiten Derriennig pa darzho an deiz. Gantań e tiskenno al Liger neuze, betek Pembo da gentań. Ha goude, Sant Nazer, hag ar mor bras, betek Afrika. Betek enez Gore.

            Gore, enezennig dirak aod Afrika ha kęr Dakar. Ar brasań kamp bodań, berniań, bac’hań ar sklaved. Ar brasań marc’had tud zo er bed, dalc’het gant ar C’hallaoued. Diwezhań skeudenn Afrika evit kantmiliadoů a vorianed, karget evel loened, da vont da labourat, da c’hwezhań, da giań, da vervel en Amerika, evit reiń d’ar re wenn sukr an Antilhez pe kotońs Louziana.

           

            Diskarget e vo al lestr. Marc’hadourezh Breizh a vo gwerzhet d’ar vorianed o chom du-hont war an douar bras.

            Goude-se e vo adkarget dindan an heol gor. Gant daou c’hant ugent paotr ha kant ugent plac’h du. Tud yaouank, yac’h ha kreńv. Kelc’hioů houarn en o c’herc’henn. Treid hualet, brec’hioů ereet. Staget, chadennet. Daou wiskad anezho a vo laket el lestr.

            Ret e vo hastań buan da gas ar gargad sklaved-se da Enez Martinik. Atav e vez morianed klańv war vourzh, atav e varv un nebeud anezho, ken tomm e vez an aer e-barzh al lestr, ha ken fall e vez ar boued a vez roet dezho. Pa n’en em lazh ket unan bennak ouzhpenn, deuet foll gant an dic’hoanag.

            Koll arc’hant a vez neuze. Nebeutoc’h a sukr hag a rom a vez gallet prenań, ha bihanoc’h e vez ar gounid pa vez gwerzhet ar pourvezioů e kęr Naoned. Ha piv a glev e begement[4] gant ar baramantourien neuze?

            Ar c’habiten Derriennig evel just.

           

            "Ar wech diwezhań din", emezań outań e-unan, pa oa o tont e-maez an ti.

            Ar memes tra en doa lavaret, er wech diwezhań.

 

 

 

UN TAMM ISTOR

            En 18-vet hag en 19-vet kantved e voe 1800 beaj o vont eus Naoned da aodoů Afrika pe Amerika evit kenwerzh ar re zu. Etre 12 ha 14 milion a dud a voe kaset eus Afrika da Amerika. Gant ar Saozon (41,5%), ar Bortugaliz (29,3%), hag ar C’hallaoued (19,2%) dreist-holl e veze graet ar c’henwerzh-se. Gant listri eus Naoned e voe graet 45% eus ar beajoů o tont eus ar Stad C’hall. Eus porzhioů all eus Breizh, an Oriant ha Sant Malo, e voe  un toullad ivez.

            E 1789 e oa bet anavezet Gwirioů Mab-Den er stad c’hall. D’ar re wenn hepken avat.

            5 bloaz goude, e 1794, e voe anavezet d’ar re zu ivez gant ar Gońvansion Vroadel c’hall. Gant Napoleon avat e voe adsavet ar sklavelezh e 1802. Sklaved o doa ezhomm c’hoazh ar C’hallaoued en inizi. Evit ar sukr dreist-holl. Stag e oa ar sklavelezh ouzh labour an douar (ar sukr en Antilhez, ar c’hotońs er Stadoů Unanet, ar c’hafe e su Brazil) hag ar mengleuzioů er c’hevandir amerikan: al labourioů kalet-se na felle ket d’ar re wenn ober a veze graet gant ar sklaved du.

            Berzet e voe ar sklavelezh en trevadennoů gall a-benn ar fin e 1848 gant ar Gouarnamant Republikan nevez. Koulskoude, e 1859, e voe ul lestr c’hoazh o kuitaat Naoned evit ar c’henwerzh tric’hornek-se.

 

GERIAOUEG


adsevel: rétablir

a-hed

aloubiń

babourzh

bac'hań: emprisonner

banell: venelle

bern: tas

berniań entasser

berzań: interdire

bodań: réunir

bourzh

bresk: fragile

broad*: nation;

broadel: national

c'hwezhań suer

dic'hoanag: désespoir

doujus

droug mal; colčre

dug(ed): duc

eor

eren (ere) lier

flammenn

gor

gouzout diouzh: s'y connaitre en

gwir(ioů) droit

gwiskad couche

horellań

hualań entraver

hunvre

kanod

kantolor

karter

kelc'h

kenwerzh

kerc'henn* tour du cou

kevandir :continent

kiań souffrir

kimiad

kinnig

Konvańsion : Convention

krennard

kreskiń

krozal: gronder

leuskel (laosk): laisser

logell

loman: pilote

mab-den l'Homme

marc'hadourezh*

mengleuz(ioů)      mine

mevel: valet

mezh*: honte

mezhus: honteux

morian(ed): nčgre

mous: mousse

paramantour(ien): armateur

peadra: de quoi

pilat: battre

pourvez(ioů) provisions

rankout: devoir

sentiń: obéir

sklav(ed): esclave

sklavelezh*: esclavage

stalaf: volet

stekiń (stok): toucher

stign: rideau

stur: gouvernail

tarzhań: éclater, se lever (le jour)

teirgwern: trois-mats

tizh:vitesse

trevadenn*(oů) colonie

tric'horn :triangle

tric'hornek: triangulaire

troad (treid): pied

urzh*: ordre

war-du: vers


 



[1]an nen: an den

[2]danvezioů d’ober dilhad

[3]Gore: Gorée

[4] Klevout e begement: bezań krozet